Mirva Louzawouriezh Broadel Brest
Ar Stangalar- Un takad glas evit an holl- Reiñ sikour da blant Breizh-Ur roll Etrebroadel
Prederiet e oa Jean-Yves Lesouëf
gant gwareziñ ar glad biologel,
emskiantek ma oa eus stad arvarus ar plant.
Neuze e oa deuet ar soñj dezhañ
krouiñ ul liorzh a-ratozh evit saveteiñ ar
plant en arvar da vont da get.
E 1975 e teuas a-benn da vodañ tro-dro
d'ar raktres-se Kumuniezh-kêr Brest, ar
Ministrerezh e karg eus an Endro hag ar "C'hevredad evit Studiañ ha Gwareziñ
an Natur e Breizh" evit krouiñ ar Mirva Louzawouriezh kentañ.
E stern programmoù ar Mirva
Louzawouriezh evit mirout plant ex situ
e vez gounezet da gentañ plant rouez
eus Torosad Arvorig, Frañs, Europa hag
inizi ar bed a-bezh.
Mirout plant ex situ a dalvez kement ha
gounit spesadoù (en un ti-gwer pe en ul
liorzh) p'emaint en arvar bras en natur.
Goude-se e vezont lieskementet e-leizh
evit kas anezho da Virdioù ha Liorzhoù
Louzawouriezh all ha klasket e vez
adplantañ anezho en natur ma'z eus tu.
E ken kaz ma c'hwitfe an taol e vez
miret sac'hadoù greun e kambroù yen.
|
|
Evit ar spesadoù-se e vez dastumet
titouroù gant ar Mirva Louzawouriezh o
ren enklaskoù en dielloù hag o sevel
renabloù war an dachenn.
Ober a ra
ivez war-dro mirout ar plant in situ (en
natur) hag ex situ (plant gounezet). Ar
Mirva en deus ur roll kelaouiñ ha priziañ
dirak ar galloudoù foran ha kizidikaat a
ra an dud war ar saveteiñ ar plant en
arvar.
Evit gwareziñ ar plant eo ret anavezout
mat o metoù naturel. Se zo kaoz e
kemer perzh ar Mirva Louzawouriezh er
programm europat "Natura 2000", a zo
e bal renabliñ an endroioù naturel
rouesañ en Europa a-benn o gwareziñ.
Diwar intrudu Mirva Louzawouriezh
Broadel Brest e oa bet krouet Kevread
kentañ ar Mirvaoù Louzawouriezh
Broadel. Mirva Brest a oa bet prezidant
kentañ ar C'hevread-se.
Ar Stangalar
C'hwi hag a zo amañ evit dizoleiñ ar
park, na vezit ket touellet gant neuz
digemm al lec'h-mañ, zo chomet an istor
anezhañ en eñvorennoù ar re gozh.
Gwechall e oa ken splann dour stêr ar
Stangalar ma voe implijet betek fin an
XIXvet kantved evit degas dour mat da
evañ da Vrest. D'ar mare-se e oa prizietmat
ar stank gant tud Vrest, en em blije
o c'hoari hag o pourmen drezi.
Goude an Eil Brezel-Bed e voe savet ur
vengleuz er stank, a voe toullet he
fantennoù betek 1966. Gwashat tra !
Goude bezañ bet dilezet gant he
ferc'henned e voe troet al lec'h da
doull-lastez !
 |
E 1971 e voe adprenet an tachennoù
gant Kumuniezh-kêr Brest gant ar soñj
diazezañ eno Takad Glas kentañ ar
Gumuniezh.
D'ar mare-se, Jean-Yves Lesouëf,
dileuriet gant Ministrerezh an Endro
hag ar C'hevredad evit Studiañ ha
Gwareziñ an natur e Breizh, a oa o klask
ul lec'h a-benn krouiñ ul liorzh evit
saveteiñ ar plant en arvar da vont da
get.
Dedennet e voe Kumuniezh-kêr
Brest gant ar raktres hag evit e gas da
benn e kinnigas ul lodenn eus ar stank
dezhañ.
E 1977 e krogas al labourioù terkañ
renet gant Servijoù Teknikel ar
Gumuniezh-kêr.
|
Dastumet e voe 35 000 m3
a zouar-bev evit terkañ glasvezegi,
treset e voe hentoù, cheñchet stumm ar
stêr evit sevel un heuliad lennoù ha
lammoù-dour, ha tamm-ha-tamm e voe
savet ar savadurioù.
Hiziv-an-deiz e c'hoarvez an takad
glas-mañ, lec'hiet etre kumunioù Brest
ha Gwipavaz, eus 17 hektar evit ar park
foran hag eus 32 hektar evit ar Mirva Louzawouriezh.
Abaoe 2000 ez eus ur wenojennn evit mont war-droad adalek
ar stank betek an aod.
Terket ha kempennet e vez al lec'h-mañ gant Servij Liorzhoù Tolpad ar Gumuniezh-kêr.
Bremañ p'eo peurechuet al labourioù treuzfurmiñ eo deuet en-dro da vezañ ul lec'h pourmen ha dudiañ.
|
 |
Penn ar Pajenn
Un takad glas evit an holl
El lodenn norzh eus ar
Stangalar e kaver ur Park Foran 16
hektar digor a-hed ar bloaz.
Gant tachennoù-c'hoari evit ar vugale, un ti-krampouezh digor
bemdez, entadoù sport, hentoù niverus ha bleuñvegoù kempennet-brav, setu aze ul lec'h
eus ar c'hentañ evit pourmen ha distennañ gant ar familh a-bezh.
Ar Stangalar, kentañ park krouet gant ar Gumuniezh-kêr, eo an takad glas ar muiañ darempredet en tolpad-kêr.
Bep bloaz d'ar 1añ a viz Mae, gant ar gevredigezh "L'Arche aux plantes / Gwareg ar plant" ha gant kenskoazell ar Gumuniezhkêr hag ar Mirva ouzawouriezh, e vez aozet ur marc'had bras evit ar plant er Stangalar, ar pezh a laka miliadoù a weladennerien da zont hag a ro o c'hoant d'an holl, memes d'ar begoù figusañ.
|
|
| |
|
Emiz Gouere 2000 e voe
echuet da astenn an hent a dreuz
ar Stangalar gant ur wenojenn a
ro tu d'ar bourmenerien da vale
disoursi betek porzh-bageal ar
Vilin Wenn hag Océanopolis.
Etre traoñ ar Mirva
Louzawouriezh hag an aod e vo
terket tamm-ha-tamm ur pikol
liorzh dour a ereo bed an douar
ouzh bed ar mor.
Er mod-se e c'hallo tud Vrest hag
an holl bourmenerien mont war o
flijadur a-hed ur ouedad dibar a
hentoù bale, meur a gilometr
dezhi.
A-drugarez da se e c'hallint
ober o mad eus lec'hioù bravañ
Kêr. |
|
Penn ar Pajenn
Reiñ sikour da blant Breizh
En em astenn a ra beli ar Mirva
Louzawouriezh war Torosad
Arvorig zo ennañ rannvroioù
Breizh, Normandi Izelañ ha Broioù
al Liger. E gefridi eo gwareziñ ar
plant en arvar pe warezet en
takad-se.
Da gentañ-penn e klasker mirout
ar plant-se en natur.
Evit en ober e vez kaset programmoù da benn e kenlabour gant ar GalloudoùForan, ar c'hevredigezhioù hag an aozadurioù liesseurt e karg eus merañ ha gwareziñ an endro, hag ivez gant perc'henned al lodennoù douar ma'z eus spesadoù rouez.
Kement-se zo bet graet evit al
lavandig-mor (Limonium humile).
E Frañs ne vez kavet standilhonoùgouez anezhañ nemet e morlenn Brest.
Gourdrouzet eo al lavandigmor gant ur c'heoteg bet degasete penn-kentañ an XXvet kantved he deus aloubet e vetoù naturel.
A-gevret gant Kumuniezh-kêr Brest e klask ar Mirva Louzawouriezh ober gant doareoù liesseurt evit gwareziñ kornioù bravañ ar vorlenn. |
Limonium humile |
Penn ar Pajenn
Ur roll Etrebroadel
Adalek ma oa bet krouet ar Mirva Louzawouriezh eo bet termenet e brogrammoù etrebroadel evit prederiañ war ar plant en arvar da vont da get o tont eus Europa hag eus inizi ar bed a-bezh.
Gounezet e vez tost 1700 spesad en arvar e Brest, ma vez meret ha kempennet unan eus an dastumadegoù brasañ a blant en arvar er bed. Un ugent bennak anezho zo bet saveteet adrugare d'ar Mirva Louzawouriezh.
Unan eus ar plant bet saveteet eo an Normania triphylla, ur plant eus familh ar solanakeged o tont eus Madeira hag a oa sañset bezañ aet da get.
Koulskoude e voe adkavet ur standilhon anezhi e 1995 gant ul louzawour eus an
enezenn. Un nebeud greunennoù a voe dastumet ha dasparzhet etre Madeira ha Brest.
Aze e tiwanas-kaer ar plant-se, ken ma voe fiziet miliadoù a hadoù e Liorzh Louzawouriezh Funchal e Madeira e 1998 a-benn klask adplantañ anezho en natur un tamm e pep lec'h war an enezenn. |
Amorphophallus titanum Becc. |
Penn ar Pajenn
Moulañ pe Kaierañ hon levrig a Mirva Louzawouriezh |